Tri Bleiz Die - Bouzar, dall ha mut lyrics

Published

0 94 0

Tri Bleiz Die - Bouzar, dall ha mut lyrics

Pegen pell ‘mañ ma hunvre Ha pegen hir eo an dale; Soñjal ‘raemp d'ar mare-se E kemmje an traoù dillo-tre, Eus an deiz d'egile. Siwazh, netra na c'hoarvez, Ha den ebet ‘sav e vouezh, Pep hini a chom er gêr Hag a dav war zigarez N'eo ket re vrein e vuhez; Bezomp disuj ha disent, Disheñvel-mik diouzh an dud A heul evel deñved, Na ch*momp ket bouzar, dall ha mut. Pegen pell ‘mañ ma hunvre, Spioù kerseet hor yaouankiz; Spi a reizh, spi a frankiz N'int ket aet war nij koulskoude, Eus an deiz d'egile.