Tri Bleiz Die - Son ar Stêr lyrics

Published

0 78 0

Tri Bleiz Die - Son ar Stêr lyrics

'm eus soñj eus un amzer, un amzer dremenet Pa oa martoloded e porzh an Naoned O kanañ 'kreiz an noz o dienez o danvez. O kanañ da dommañ spered ar merc'hed. A-wechoù e klevan e c'hwezh an avel Kanaouennoù ar vartoloded. 'm eus soñj eus un amzer, un amzer dremenet Pa oa martoloded e porzh an Naoned. 'm eus soñj eus un amzer, un amzer dremenet Pa ruilhe dour e kêr pep straed 'vel ur wazhienn, Hag ar stêr a rede a-hed an tiez gwenn, O reiñ buhez eus enezenn d'enezenn. Bremañ e lec'h an enez gozh ne welan nemet Ul lestr skoet e-kreiz ur gouelec'h. 'm eus soñj eus un amzer, un amzer dremenet Pa ruilhe dour e kêr pep straed 'vel ur wazhienn. Ha pa'z eo aet 'n amzer-se, an amzer dremenet, Kanet 'vez c'hoazh hiziv sonioù ar vartoloded, O soñjal e skeudenn peuzankounac'haet Ur gêr-benn ganet tro-war-dro d'ar c'hember. An dour a red, mignon, ne ra droug da zen ebet Fenoz ar stêr a vo gwall-uhel, 'vel gwechall pa ruilhe an dour e pep straed, Pa oa martoloded e porzh an Naoned.