Tri Bleiz Die - Skuizh on aet gant ar Mor lyrics

Published

0 158 0

Tri Bleiz Die - Skuizh on aet gant ar Mor lyrics

Krenañ 'ran gant ar riv E-kreiz an noz du-pod Er pellder gouloù an tour-tan a luc'h Gwanoc'h gwanañ Ar vag 'mañ o pellaat diouzh an douar N'eus ket tu da gousket 'kreiz ar mor fall Hag an avel diroll da yudal Ha me 'm eus ket aon koulskoude tamm ebet Krenañ 'ran gant ar riv Diaes eo va c'halon Skeudenn da zremm flour 'mañ 'veuziñ em spered Donoc'h donañ Dre ma pellaan diouzh an douar, diouzh an douar Skuizh on aet gant ar mor Skuizh on aet gant ar mor Skuizh on aet gant ar mor, va mestrez Skuizh on aet gant ar mor Krenañ 'ran gant ar riv E-kreizig-kreiz ar mor Eus deizioù glav da zeizioù glav ez an Gwashoc'h gwashañ Dre ma pellaan diouzh an douar, diouzh an douar Skuizh on aet gant ar mor Skuizh on aet gant ar mor Skuizh on aet gant ar mor, va mestrez Skuizh on aet gant ar mor Lavar din-me p'seurt deiz ez omp Ar meurzh, ar merc'her pe 'r yaou Pet deiz er mor c'hoazh un' pe zaou, pe dri Pevar pe nav Unnek, daouzek, triwec'h, naontek Ugent pe muioc'h n'ouzon ket Pet deiz, pet noz 'm eus tremenet Er vag troet-distroet 'vel un delienn Amañ n'eus gwezenn ebet n'eus nemet an avel Hag ar mor, fuloret o-daou Hi o c'hwezhañ, eñ 'kas ar vag Pelloc'h pellañ diouzh an douar, diouzhit N'ouzon ket ken Va dous, pegoulz e vin en dro, e vin en dro, En dro, en dro. Skuizh on aet gant ar mor Skuizh on aet gant ar mor Skuizh on aet gant ar mor, va mestrez Skuizh on aet gant ar mor