Tri Bleiz Die - Gwad, C'hwez ha Daeroù lyrics

Published

0 124 0

Tri Bleiz Die - Gwad, C'hwez ha Daeroù lyrics

Ha klevet 'peus ar c'heloù Diwar-benn an Ankoù War a seblant 'mañ mat an traoù gantañ 'mañ o c'horiñ an emsav E pep lec'h war ar maezioù Tre evel er c'hêrioù Stummañ 'ra tud yaouank da gannañ Ha reiñ he frankiz d'ar vro. Gwad, c'hwez ha daeroù Mousc'hoarzhiñ 'ra 'n Ankoù O wel't ar sourdarded o kouezhañ Ne vo ket pell o varv N'ur hejañ e gorf-eskern E falc'h hag e bilhoù En deus soñj eus ar stourmerien c'hloazet «Sikour ebet dezho Ne ra an Ankoù 'met Falc'hat an eneoù!» Gwa me! Sutal 'ra boledoù a-us d'am fenn War dachenn 'n argad 'vin o vervel 'm eus ket nerzh a-walc'h ken 'vit sevel Kimiad! Gwa me! 'mañ trouz ar c'hanol o voudal em fenn 'vidon-me echu eo ar brezel 'n Ankoù 'lavar din a vouezh-izel: «Demat!» Gwad, c'hwez ha daeroù O deus redet ergentaou Met n'eo ket digabestr ar vro Troet fall en deus 'n emsav E pep lec'h war ar maezioù Tre evel er c'hêrioù 'mañ ar re gozh o ouelañ d'o re varv Daoust ha ne chom hiziv 'met Gwad, c'hwez ha daeroù D'ober kle't hor mouezhioù? Gwa me!