Tri Bleiz Die - Ar Gêr a Is lyrics

Published

0 105 0

Tri Bleiz Die - Ar Gêr a Is lyrics

Petra 'zo nevez e Kêr Is? Ma 'z eo ken foll ar yaouankiz! Ma klevan-me ar binioù, Ar vombard hag an telennoù Bodennoù drez 'zo diwanet War dor an ilizoù prennet. E Kêr Is n'eus nemet traoù kozh Met an ebatoù-mañ 'vez bemnoz D'o c'hwezek vloaz an holl verc'hed N'o deus Doue 'met ar pec'hed Ha da c'hober e gurunnen E roont o c'haerañ rozenn Ahes merc'h ar Roue Gralon Tan an Ifern en he c'halon Er penn kentañ deus an diroll A gas d'he heul ar gêr da goll Ha skuizh gant rebechoù he zad Evit mont deus e zaoulagad, He deus graet gant drouksperedoù Ur palez kaer tost d'ar skluzioù "Plijadur deoc'h er palez-mañ Merc'hed jentil ha paotred skañv, Plijadur deoc'h ha nozvezh gren " Eme ar Priñs en ur antren Ar Priñs a zouge dilhad ruz E varv a oa hir ha du E holl izili a virve Hag e zaoulagad a zeve Ha warne gant an holl en noazh En ur ganañ: "mallozh d'ar groaz! " Reas en seizh stumm disheñvel Dañsoù ar seizh pec'hed marvel "Ma dousig koant, merc'h da c'hGralon Ha muiañ-karet va c'halon, Ha n'hellfen ket en enep giz Gwelout alc'houez skluzioù Kêr Is? " Piv a deu du-hont gant ar ru Pignet war un inkane du? Hag eñ d'an daoulamm war e gein Ken a strink an tan deus ar vein? "Gralon, Gralon, sav hepdale! Sav evit heuliañ Gwenole, Sav evit tec'hel deus ar mor, Skluzioù Kêr Is a zo digor" Bremañ aet eo Mari-Morgan Ahes, diouzh sked al loar, a gan A gan hag en ur vousc'hoarzhin A grib er mor he blev bezhin.