Tri Bleiz Die - Ai 'ta ! lyrics

Published

0 124 0

Tri Bleiz Die - Ai 'ta ! lyrics

Ai 'ta! Bretoned, poent eo sevel hiriv Poent eo bale stank-ha-stank war hentoù don ar vro Poent eo mediñ an edoù hon eus ankounac'haet Poent eo degas dour da vat d'hor meilhoù dilezet Ai'ta! ma mignoned. Ai 'ta! Bretoned, dav eo sevel bremañ Dav eo pediñ Sant Kado da reiñ frankiz d'ar vro-mañ Dav eo deomp eostiñ frouzhennoù hon dispac'h Dav eo deomp mont war-raok davit deiz ar gloar Ai 'ta! a-benn bout dizalc'h. Ai 'ta! Bretoned, ret eo sevel hor mouezh Ret eo c'hwezhañ an tantad war-lein ar menez Ret eo deomp derc'hel penn da vac'herien hor bro Ret eo deomp chom disuj d'ar vourc'hizien atav