Tri Bleiz Die - Gwalldaol lyrics

Published

0 82 0

Tri Bleiz Die - Gwalldaol lyrics

- Penaos emañ ar bed hiziv? - Fall ar jeu, mignon kêr! 'peus ket kle't ar c'heloù Er skinwel da greisteiz? Er skinwel da greisteiz Keloù fall 'm eus klevet Marv eo ur plac'h yaouank E kañv emañ Breizh a-bezh - Petra 'zo c'hoarvezet Gant ar plac'h yaouank-se? - Tarzhet he deus ur vombezenn A-greiz ma laboure A-greiz ma laboure Kollet he deus ar vuhez Dalc'homp soñj, Bretoned Dalc'homp soñj, me ho ped. - Penaos emañ ar bed ganeoc'h? - Fall ar jeu, mignon kêr! Klevet 'm eus an istor 'kreiz an deiz ba' skinwel 'kreiz an deiz ba' skinwel Diwar-benn stourmerien Hag o deus lipet revr 'n enebour e-pad ar brezel - Arabat disoñjal Ar vBretoned koulskoude Kouezhet evit Bro-C'hall Tra ma kenlaboure Tra ma kenlaboure Pétain gant ar vBoched Dalc'hit soñj, Gallaoued Dalc'hit soñj, me ho ped. - Penaos emañ ar bed hiziv? - Fall ar jeu, mignon kêr! Stlejet er fank eo Hor sevenadur, hor yezh; Hor sevenadur, hor yezh, Stlejet da vat er pri 'vel gwechall ar soudarded E-barzh kamp lous Koñli - N'eo ket ret teurel maen Ouzh kement ki a harzh Mard emaomp en anken N'eo ket abalamour d'an tousmac'h N'eo ket abalamour d'an dismeg Met abalamour da varv ur plac'h Eo leun a c'hlac'har kalon ar vBretoned. - Penaos emañ ar bed ganeoc'h? - Fall ar jeu, mignon kêr