Tri Bleiz Die - Dalc'homp Mat ! lyrics

Published

0 105 0

Tri Bleiz Die - Dalc'homp Mat ! lyrics

Glav 'ra ha plac'hed a zo laleno Kanomp kamaladed, Kamaladed ha tud karet Hor joa a-boan kuzhet O vezañ Bretoned Tud eus bro ar c'hrampouezh, Ar sistr hag ar festoù-noz, Ar c'habelloù krenn hag ar gweleoù kloz, Ar chouchenn hag ar meurvein Sachomp kuit! setu ma tegouezh mor an douristed Sachomp kuit! emañ ar c'hirri-kampiñ o tont d'hon aloubiñ Rak hor bro leun a dud laouen, daoust ma ra glav bepred, An hini eo, a blij ar muiañ d'ar C'hallaoued Glav 'ra ha plac'hed a zo laleno Kanomp-ni holl a-gevret Da zegemer an douristed Espres 'vito 'z omp gwisket 'giz ar c'hantvet tremenet Hag e-keit ha ma paeint Evit traoù mod-kozh E c'hellint disprizout ar binioù-kozh, Hor sevenadur, hor yezh Sachomp kuit! setu ma tegouezh mor an douristed Sachomp kuit! emañ ar c'hirri-kampiñ o tont d'hon aloubiñ Dalc'homp mat! Bretoned, ch*momp c'hwek tout an hañvezh An arc'hant gall a ren a-hed ar bloaz, ar bloaz a-bezh Deomp da ganañ a-bouezh-penn Hor c'hanaouennoù lonkerien Dañsomp gant hor botoù-basket Araok ma vo poent kousket Ya, kanomp ar c'hrampouezh, Ar sistr hag ar festoù-noz, Ar c'habelloù krenn hag ar gweleoù kloz, Ar chouchenn hag ar meurvein Sachomp kuit! setu ma tegouezh mor an douristed Sachomp kuit! emañ ar c'hirri-kampiñ o tont d'hon aloubiñ Dalc'homp mat! Bretoned, ch*momp c'hwek tout an hañvezh, Bremaik ez aimp da zispign arc'hant gall e Saint-Tropez. Glav 'ra ha plac'hed a zo laleno