Tri Bleiz Die - Arabat Dekoniñ Memestra lyrics

Published

0 118 0

Tri Bleiz Die - Arabat Dekoniñ Memestra lyrics

Daoust da bouez ar bec'h bet lakaet war hor c'hein, Daoust d'ar boan hon eus bet evit e skañvaat, Souezhet oc'h ne fell ket din kanañ 'r c'han "broadel"? Arabat dekoniñ memestra! Daoust d'ar botez-koad a-ispilh ouzh hor c'houzoug, Daoust d'ar vezh a lakae hor jodoù da ruziañ, Souezhet oc'h ne fell ket din saludiñ an "triliv"? Arabat dekoniñ memestra! Pardonit, ma fardonit Ma n'am eus ket bet kalon Da lavaret ma fegement deoc'h Peotramant e trefoedach ar pemoc'h Pardonit, ma fardonit Ma selaouan ma c'halon A lavar din, e-giz hini meur a vBreton, Breizhad on ha lorc'h 'zo ennon. Disneuziet an Arvor 'vit lojañ an douristed, Aberzhet an Argoad en anv Sant Ampled, Souezhet oc'h ne fell ket din lavar "mersi 'vit pep tra"? Arabat dekoniñ memestra! Daoust d'ar vro bout troc'h-didroc'h en nespet d'hec'h Istor, Ur rannvro ijinet 'vit gwell e treuzwiskañ, Souezhet oc'h ne fell ket din koll an eñvor? Arabat dekoniñ memestra! Pardonit, ma fardonit Ma n'am eus ket bet kalon Da lavaret ma fegement deoc'h Peotramant e trefoedach ar pemoc'h Pardonit, ma fardonit Ma selaouan ma c'halon A lavar din, e-giz hini meur a vBreton, Breizhad on ha lorc'h 'zo ennon.