Me ar morian Telemakaezh Maget war ar maez Santo-Domingo Pennasket on bet war an traezh Bourzh al lestr Cumberland divalav Al lec'h, ur mizvezh yenn hag hir Gwalga**et ar vag, diaes dezhi Ha me morian daonet hag an dir Treuzet hon eus ar mor ledan. Ha me Telemakaezh, ha neuz Gwad ha deroù, koulskoude War añv ar glav War añv ma re Ul lakez du-pod a-zoare Rak ar c'humberland 'zo drailhet Etrezek Eussa e Mor-Breizh Bourzh ur vag gall, ha me strinket E Gorre-Leon en e greizh. Ba prajeier e Plouenan Druz ha sioul, ma bag eo din Tud dichipot gouzout mat a ran 'M eus gellet sevel ma glin.