Un aelig gwenn, zo kludet War ma skoaz kleiz Ma c'hwezh war he diouaskell, 'n eus dihunet nezhi. Digoret he daoulagad, D'am sellet ken splann, Loc'het hor c'halon War an daoulamm. Lamm, Da galon ha pa gari From, Da groc'henn ha pa c'hwezhi! Daeroù c'whek Garam Masala, Gant ma re o parañ, Kridienn hor c'horf froñval, Gleb teil hor c'hroc'hen. Un deiz bennak, 'N em zihunimp beure mat Bemdeiz ha bemnoz, Yaouank ha kozh!