Annwn - E parrez langonned lyrics

Published

0 138 0

Annwn - E parrez langonned lyrics

Kenavo ma zad, ma mamm Kenavo mignoned Kenavo deoc'h tud yaouank Eus parrez Langonned Ne oa ket roet din ar choaz Dav oa din partiel Kaset oan war ar mor bras Kuitet ma Breizh-Izel Me oa-me gwall glac'haret ′Vont d'ober ma servij Lesket ′moa e Langonned Fleurenn ma yaouankiz Lesket ′moa e ti he mamm Ma mestrezig karet Kaset oan d'an Oriant Ha du-se oan gwisket Berv e oa ma daoulagad An ael oa uhel Barzh an neñv e oa stered Daole din sklerijenn Ma vijen bet e skolioù 'M bije skrivet ul lizher 'Vit kontañ ma holl boanioù Ha ma brasañ mizer An eostig save d'al lein Ha gane melodi Kavet din ma Breizh-Izel Erru oan 'barzh ma zi Kentañ hini 'm boa kavet Oa 'vatezhig vihan Ha ganti 'm boa goulennet Kemenn ma plac'h yaouank En ur glevet kement-all Me oa chomet souezhet 'C'haloupat da benn kêr all Du-se em boa gwelet Ha bezet gourc'hemenet C'hwi holl merc'hed yaouank 'Man doganet ar baotred 'Vont da servij Bro-Frans