Kejet 'm eus gant marc'h Arzur
E gann al loar, gouloù deiz,
E maner Tintagel plom ha fur,
En hini San Alc'hwenn, e hado peulvan.
Fraoñval a ra e moue rouan
Pa gas e bobl dre e limonioù
dibrad a ra 'vel koroll an tan
Pa mouskomz ton e vestr 'n e skouarnioù.
Ebeul dishual, ebeul digabestr,
Loan ken gouez, fringal a rez!
Marc'h melchen, marteze unan out,
Kezeg Michao, d'am soñj out ket
Ur brezel an diabarzh, from ac'hanout
Kement eon gwenn, war da kostezioù.
Birvin rez 'vel dour en chidhouarn,
Betek sevel ar skudell gand da zaouarn,
Imor yantao, kemer un ehan,
Out ket bet tapet gant Mari Vorgant