Alan Stivell - Negro Song lyrics

Published

0 89 0

Alan Stivell - Negro Song lyrics

Me zo Breizhad. Me zo bet sklav. Galeour ez on bet e bagoù ar Roue Loeiz. Toullet em eus hentoù, douget va samm a vein, Savet em eus, en o c'herbenn, o falezioù. Me zo bet soudard. Va obidoù em eus kanet e lannegi Plañwour Breinet em eus en erc'hegi Rusia, Breinet em eus e rizegi Hanoï; Tufet va gwad e forzioù pri Verdun. Lazhet'm eus ar re zu Ha distrujet an doueed a azeulent. Me zo bet mevel. Mousc'hoarzh ar re faezhet em eus bet o servij Desket em eus d'an dud komz evel va mistri. Ruzet em eus va zreid war bavezioù Pariz. Ha great em eus dezho c'hoarzhiñ Rak me zo bet farouell. Me zo bet merzher.