Alan Stivell - E-Tal Ar Groaz lyrics

Published

0 72 0

Alan Stivell - E-Tal Ar Groaz lyrics

E-tal ar groaz Dirak ar C'hrist maen en noazh, Seizh arched saprenn Zo tremenet er wenodenn. Seizh arched saprenn Bleniet gant an Ankou didruez, Seizh arched saprenn nevez 0 deus kuitaet ar gêriadenn-mañ, Dindan barradoù sklas ar goañv, 'Vit bered ar barrez. Seizh maouez kozh, kabac'h ha dizant, Er goañv-mañ a zo maro, Ha torret eo bremañ ganto, E seizh ti-plouz a Gêrnevez, Ar walenn aour, gwalenn ar yezh, Ar walenn aour a unane Kalonoù nevez Ar vugale Ouzh Kalonoù ar re gozh. Torret eo ar walenn aour, Torret eo ar walenn, Ar chadenn vurzhudus A eree an amzer-vremañ Ouzh pellder An amzer dremenet. Seizh maouez kozh a zo maro, Seizh maouez a vire, ganto, Soublet war flammoù uhel an oaled, Spered, Kened, Ha yezh an Tadoù. Seizh arched prenn, Dirak ar C'hrist maen, Ha ganto eo aet da hesk Eienenn fresk Awen Ar ouenn. E Kêrnevez, War c'hlannoù glas al lenn, A-hed ar bodoù kelvez, Ne vo mui klevet bremañ Nemet Yezh An Estren. Evel-hen e kane Jakou Kerloaz, Dirak ar C'hrist maen en noazh, E-tal ar groaz.