Alan Stivell - Stok Ouzh An Enez lyrics

Published

0 119 0

Alan Stivell - Stok Ouzh An Enez lyrics

Pep-hini bremañ a rank chom mut na c'hoarzh na c'harm na trouz, mar plij, pep-hini! Ne vo ket tizhet an Enez ma venn da bep-hini balbouzat; arabat dihuniñ ar gwrac'hed Ken kizidik a hun. Da be vad merdeiñ ken pell all ma'z eo ret mont d'ar strad ouz genou an aber? Sellit, hag e oa ken glas-se ar gwez en hoc'h huñvre? Ha c'hoazh dindan ar man e sourr dourioù kuzh, klevit, met ne larit mann. Marteze vo ret dilestrañ e donvor ha mont war neuiñ daveti; marteze vo ret mat neuial davet an Enez en noz: ne vo stourm 'met etre hor c'horfoù hag ar mor. ne vo klevet met tarzh ar mor war an aod, luskellerzeh, luskellerzeh, mar plij, mar plij, arabat dihun ar gwrac'hed! Ne vo klevet met trouzig hon treid war an traezh ha kri ha skreved Hag an Enez vo deomp, marteze.