Alan Stivell - Brezhoneg' Raok lyrics

Published

0 187 0

Alan Stivell - Brezhoneg' Raok lyrics

Tud an Argoad ha tud an Arvor Tud diwar ar maezh ha tud ar c'hêrioù bras Tud Breizh izel ha tud an Naoned Diwallit' ta mar plij, diwallit' ta Hep Brezhoneg, hep Brezhoneg, Hep Brezhoneg, Breizh ebet, Hep Brezhoneg, hep Brezhoneg, Arrabat komz diwar benn Breizh Mar c'hellit ket sell' dre ho taoulagad Mar c'hellit ket lar' dezhi "da garan" Mar c'hellit ket lar' "va mab" d'ho bugel Echu eo an abadenn da virviken Da virviken ez a da vezañ dall Un dachennn gwell d'ar Gwirvoud, d'an Hollved Un tamm muioc'h mac'homet an denelezh Gant an nerzh, an arc'hant, an danvez.