Alan Stivell - Vers les Iles et Villes de Verre lyrics

Published

0 206 0

Alan Stivell - Vers les Iles et Villes de Verre lyrics

Brav eo pep bro, met Breizh 'zo dreist d'am c'halon Kaeroc'h ma bro, e kreiz hag endro Brav eo ma bro, ne vern ket p'lec'h emaon o chom Kaeroc'h 'vidon-me, pell pe distro Sukr ar maengreun, heol ar balan, chug-frouezh ar brug, Sun bronn ar run 'kreiz ar c'hoajoù kuzh Pa oan paotr bihan n'oa ket roet din ar chañs da jom War zouar ma zud kozh 'oa marvet pell 'zo Bemde, bemnoz, e Breizh dalc'hmat oa ma soñjoù Marse oa foll ma c'harantez 'vit ar vro Gouloù an heol 'dreuz ar glav war vor 'vez dispar Goloet dreist-holl pep tra ga 'l liv glas Refrain: Saint-Brieuc, Quimper, Nantes et Rennes Saint-Pol, Vannes, Dol, Saint-Malo Langonned, Tréguier et Rostrenen Lanvollon et Landeleau En tout lieu, tout en bleu-vert Noir et blanc, ardoise et chaux Vers les îles et villes de verre Landes et lacs et bords de l'eau Bewech erru e Breizh e tride ma c'halon Boemet taer tre, e krenen, e ouelen Pep tra ken hud ha ken brav mennoz ur baradoz 'Vel voulouz jod ur vamm 'dreuz ma daeroù dous Refrain: x2 Saint-Brieuc, Quimper, Nantes et Rennes Saint-Pol, Vannes, Dol, Saint-Malo Langonned, Tréguier et Rostrenen Lanvollon et Landeleau En tout lieu, tout en bleu-vert Noir et blanc, ardoise et chaux Vers les îles et villes de verre Landes et lacs et bords de l'eau