Alan Stivell - An Durzhunel lyrics

Published

0 178 0

Alan Stivell - An Durzhunel lyrics

Kalz amzer am-eus kollet o furchal er c'hoajou, O klask tapout un durzunel kousket war ar brankou Devet am-eus ma amors ha tennet am-eus fall, Achapet an durzunel ha nijet d'ur c'hoad all. Diouz an noz hag ar mintin e klevan al lapoused, O kana, o fredonin, da veg ar gwez pignet, Ma n'eus nikun anezo hag a bik ma c'halon, Evel mouez un durzunel o ouelan d'he mignon. Hirvoud a ran nozh ha deiz gant ar boan ha glac'har, Evel eun intanvez paour kollet ganti e far, Ma n'eus nikun anezo hag a bik ma c'halon, Evel mouez un durzunel o ouelan d'he mignon. Petra turzunel yaouank a dourmant Mont a ran da vervel" raktal eo tremenet. Melezour skler ha brillant deus ar fidelite Ar model ar sinseran deus ar gwir garantez Nann, ne varvin ket kontant ma ne varvan fidel Birviken ne zizonjin marv an durzunel.