Alan Stivell - Metig lyrics

Published

0 45 0

Alan Stivell - Metig lyrics

Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostit da glevet Un istor eus ma daeroù ha ma foanioù kalet Me zo ur c'hloareg yaouank deus eskopti Kemper O vont d'ober e studi da esktoù Treger E bord ar mor on ganet, e bro Sant Gwennole Ha biskoazh nemet glac'har am eus bet em buhez Glac'har a wir garantez, setu ma flanedenn Planedenn rust ha kalet da heuliañ penn-da-benn O tostaat ouzh Landreger, me 'gavas ur plac'hig Koant evel un ael Doue, he anv 'oa Metig "Salud deoc'h! plac'hig yaouank," a lavaris dezhi "Eveldon oc'h ankeniet o kuitaat tud ho ti Ho tornig flour em dornig lakit gant karantez Evel-se vimp eürusoc'h o ouelañ asambles"